Chiricahua (pobl)

Ar meuriadoù Apache war-dro an XVIIIvet kantved
  • ██ N – Navajo
  • ██ J – Jicarilla
  • ██ Pl – Apached ar blaenenn
  • ██ WA – Western Apache
  • ██ Ch – Chiricahua
  • ██ M – Mescalero
  • ██ L – Apache Lipan
  • Ar boblad Chiricahua (/tʃɪrɨˈkɑːwə/) anvet ivez Chiricagua, Apached Chiricahua, Chiricagui, Chiricahui, Chiricahues, Chilicague, Chilecagez, zo ur bodad meuriadoù Apach (pe Apache) hag a veve gwechall e mervent New Mexico ha gevred Arizona e SUA, hag en hanternoz Sonora ha Chihuahua e Mec'hiko, daoust ma n'haller ket resisaat harzoù o douaroù.

    Int-i a voe ar bobl diwezhañ da zerc'hel penn ouzh arme gouarnamant SUA. Bremañ ez eus daou skourr degemeret gant gouarnamant SUA, ar Fort Sill Apache Tribe en Oklahoma, hag ar meuriad Chiricahua e New Mexico.

    Ar bagadoù Apache ha Navajo zo un darn eus an ergerzhadeg Athabaskan da Norzhamerika eus Siberia dreist Strizh-mor Bering.


    Developed by StudentB